Aurelianus (impalaer)
Neuz
Ur pennad Aorelian zo ivez.
Ur pennad Aurelianus zo ivez.
Aorelian (latin : Aurelianus, Imperator Caesar Lucius Domitius Aurelianus Pius Felix Augustus, Germanicus Maximus, Gothicus Maximus, Carpicus Maximus, Dacicus Maximus, Arabicus Maximus, Palmyrenus Maximus), ganet e 214/215 e Moesia pe Pannonia ha marvet e 275, a voe impalaer roman eus 270 betek e varv.
Ur c'houer e oa e dad. Mont d'an arme a eure, hag a-benn 268 (oadet a 53 pe 54 bloaz) edo e penn marc'hegerien Italia pa grogas Aureolus da vrezeliñ ouzh Gallienus. Kenlabourat a reas Aurelianus gant ur jeneral all, Claudius, a voe anvet da impalaer Claudius II diwezhatoc'h.
Adunvaniñ an Impalaeriezh roman ha stourm ouzh ar Varbared a reas.